Emgann ar Meurvor Atlantel | |
---|---|
Rann eus an Eil Brezel-bed | |
![]() | |
Deroù | 3 Gwengolo 1939 |
Diwezh | 8 Mae 1945 |
Pad | 5 bloavezh, 8 mizvezh, 5 devezh |
Lec'hioù | Meurvor Atlantel Río de la Plata Mor an Hanternoz Mor Iwerzhon Mor Labrador Pleg-mor ar Sant-Laorañs Mor Karib Pleg-mor Mec'hiko Outer Banks Meurvor Arktika |
Disoc'h : Trec'h ar Gevredidi | |
Brezelekaerien | |
Kenvrezelekaerien | |
![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() | |
Penngadourien | |
Gouzañvidi | |
Kevredidi | |
|
Emgann ar Meurvor Atlantel [1], berraet en Emgann an Atlantel [2] e oa bet ar c'hampagn brezel hirañ stourmet e-kerzh an Eil Brezel-bed, adalek 1939 ha betek an trec'h war an Alamagn Nazi e 1945. Un darn vras eus istor war vor an Eil Brezel-bed eo. Orin ar c'hampagn brezel-se e voe blokus-mor ar Gevredidi war Alamagn, embannet da zevezh an disklêriadur brezel, hag an enep-blokus lakaet da dalvezout gant Alamagn. Ar c'hampagn a oa bet en e varr eus kreiz ar bloavezh 1940 betek fin ar bloavezh 1943.
Emgann an Atlantel a voe etre al listri-spluj U-Boot ha listri brezel alaman all ar C'hriegsmarine (morlu) ha kirri-nij brezel al Luftwaffe (nijlu), enebet ouzh ar Royal Navy, ar Royal Canadian Navy, an United States Navy, ha bigi kenwerzh ar Gevredidi. Amheuliadoù, o tont evit an darn vrasañ anezho eus Norzhamerika, a oa o klask tizhout ar Rouantelezh-Unanet hag an Unvaniezh Soviedel, en ur vezañ gwarezet gant ar morluioù ha nijluioù saoz ha kanadian dreist-holl. An nerzhioù-se a oa bet sikouret gant listri ha kirri-nij stadunanat adalek an 13 a viz Gwengolo 1941.[3] An Alamanted a oa bet harpet gant listri-spluj italian ar Regia Marina (Morlu roueel) goude ma vije bet Italia ezel eus nerzhioù an Ahel o tont er brezel d'an 10 a viz Even 1940.
Dre ma 'z eus un enezenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa he ezhommoù bevañs e dalc'h an enporzhiadur madoù. Evit dreistbevañ ha kenderc'hel gant ar stourm e oa ezhomm milionoù a donennoù danvez enporzhiet bep sizhun. Ar Gevredidi o devoa poan vras o pourveziañ Bro-Saoz, hag an Ahel a glaske parraat ar muiañ ar gwellañ ouzh al lusk bigi kenwerzh oc'h erruout. Tailhet e veze ar boued ivez er Rouantelezh-Unanet, a-benn digreskiñ ar goulenn, dre zigreskiñ ar foraniñ hag uhelaat ar produerezh boued ha danvezioù er vro ha gwellaat dasparzh an danvezioù etre an holl.
E Breizh
Abalamour d'ar sichennoù U-Boote savet eno gant an Alamaned e voe bombezet meur a wech kêrioù Brest, An Oriant ha Sant-Nazer, gant ar Saozon da gentañ, ha muioc'h c'hoazh gant sikour an USAAF stadunanat adalek dibenn 1942. Kenderc'hel a reas ar bombezadegoù dreist-holl e hanterenn gentañ 1943, a-raok digreskiñ abalamour da brientiñ an oberadenn Overlord e 1944[4]. E Brest da skouer e istimer e varvas 400 den etre miz Gouere 1940 ha miz Eost 1944, pa voe gloazet 550 all. Tro 2.000 savadur a voe distrujet er gêr[5].
Sant-Nazer a oa bet bombezet spontus d'an 9 a viz Du 1942, lazhet 186 trevour gant 134 deskard eus chanteroù Penhoët, oadet etre 14 ha 17 vloaz en o zouez.